Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 14:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Saül a lavaras: Diskennomp war-lerc'h ar Filistined e-pad an noz, hag o diwiskimp betek sklêrijenn ar beure, ha ne lezimp ket unan da venel. Hag e lavarjont: Gra kement a gavi mat. Met an aberzhour a lavaras: Tostaomp amañ ouzh Doue.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:36
14 Referencias Cruzadas  

Met evidon, tostaat ouzh Doue eo va mad. Lakaet em eus va repu en Aotrou, an AOTROU, evit disklêriañ da holl oberennoù.


Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.


Deomp! Pignomp e-kreiz an noz! Distrujomp he falezioù!


Rak muzelloù an aberzhour a zle mirout an anaoudegezh, hag eus e c'henoù e klasker al lezenn, rak kannad AOTROU an armeoù eo.


Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


C'hwi, na baouezit ket, redit war-lerc'h hoc'h enebourien, krogit enno, n'o lezit ket da vont en o c'hêrioù, rak an AOTROU ho Toue en deus o lakaet etre ho taouarn.


Mibien Israel a breizhas evito holl ziwisk ar c'hêrioù-se hag al loened. Lazhañ a rejont gant barvenn ar c'hleze an holl dud betek ma vefent distrujet holl; ne voe lezet netra eus ar re a anale.


Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.


Hag antronoz, Saül a lakaas ar bobl e tri bagad, hag ez ejomp d'ar c'hamp da veilhadenn ar mintin, hag e skojont war an Ammoniz betek tommder an deiz. Ar re a chomas a voe stlabezet, ken na chomfe ket daou anezho a-gevret.


Akija mab Akitub, breur Ikabod mab Fineaz, mab Eli, aberzhour an AOTROU e Silo, a zouge an efod. Ar bobl ne ouie ket e oa aet kuit Jonatan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos