Jozue a gomzas d'an AOTROU en deiz ma roas an AOTROU an Amoreaned da vibien Israel, hag e lavaras dirak daoulagad Israel: Heol, chom a-sav war Gabaon! Loar, war draonienn Ajalon!
Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.