Diskennet on evit o zennañ eus dorn an Ejipsianed hag evit o lakaat da vont eus ar vro-se etrezek ur vro vat ha ledan, ur vro a zever gant laezh ha mel, e-lec'h m'emañ o chom ar Gananeiz, an Hitited, an Amoreaned, ar Ferezianed, an Hevianed hag ar Jebuziz.
Ober a rejont o c'hontadenn o lavarout: Aet omp er vro ma ez poa kaset ac'hanomp. E gwirionez eo ur vro a zever gant laezh ha mel ha setu aze eus he frouezh.
gant aon na vez lavaret er vro ac'h eus tennet ac'hanomp diouti: Dre ma n'eo ket gouest an AOTROU d'o lakaat da vont er vro en doa prometet dezho, ha dre ma kasa anezho, eo en deus o lakaet da vont kuit evit o lazhañ er gouelec'h.
Kemer a reas dioutañ en e zorn, hag e kendalc'has e hent en ur zebriñ. Pa zeuas da gavout e dad hag e vamm, e roas dezho hag e tebrjont, met ne lavaras ket dezho en devoa kemeret ar mel-se e korf marv al leon.
An Israeliz a voe skuizhet en deiz-se. Saül en doa lakaet ar bobl d'ober al le-mañ, o lavarout: Milliget eo an den a gemero boued a-raok an abardaez, ken na vin en em veñjet eus va enebourien! Hag an holl bobl ne dañvaas boued ebet.