Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 14:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Er c'hentañ taol-se a reas Jonatan hag an hini a zouge e armoù, e voe skoet war-dro ugent den, war un hanter devezh-arat.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 14:14
5 Referencias Cruzadas  

Setu emañ bremañ kuzhet en ur poull bennak pe en ul lec'h all. Mar c’hoarvezfe e vefemp pilet ganto er penn kentañ, kement hini henn klevo a lavaro: Ar bobl aet war-lerc'h Absalom a zo bet pilet.


O vezañ kavet karvan un azen, fresk bev, ec'h astennas e zorn, he c'hemeras, hag e lazhas ganti mil den.


Gervel a reas diouzhtu an den yaouank a zouge e armoù, hag e lavaras dezhañ: Tenn da gleze ha va lazh, gant aon na vefe lavaret ac'hanon: Ur vaouez he deus e lazhet. An den yaouank a doullas anezhañ, hag e varvas.


Jonatan a bignas oc'h en em sikour gant e zaouarn hag e dreid, an hini a zouge e armoù war e lerc'h. Ar Filistined a gouezhjont dirak Jonatan, hag an hini a zouge e armoù o lazhas war e lerc'h.


Hag e voe ur spont bras er c'hamp, er vro, hag e-touez an holl bobl. Ar gwarded hag ar re a oa aet d'ober distruj a voe spouronet ivez, hag ar vro a grenas. Bez' e voe evel ur spont degaset gant Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos