Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 11:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar gannaded a zeuas da C'hibea kêr Saül, hag e lavarjont ar c'homzoù-se d'ar bobl. Hag ar bobl a savas o mouezh hag a c'harmas.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 11:4
15 Referencias Cruzadas  

Ezaü a lavaras d'e dad: Ha ne'c'h eus nemet ar vennozh-se, va zad? Bennig ac'hanon ivez, va zad! Ezaü a savas e vouezh hag a ouelas.


ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.


Akiezer ar penn ha Joaz, mibien Shemaa eus Gibea; Jeziel ha Peled mibien Azmaved; Beraka; Jehu eus Anatod,


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


Dougit bec’hioù an eil egile hag e peurc’hrot evel-se lezenn Krist.


Ho pet soñj eus ar brizonidi evel ma vijec’h chadennet ganto, hag eus ar re a zo gwallgaset peogwir emaoc’h hoc’h-unan en ur c’horf.


Kerkent ha m'en doe lavaret ael an AOTROU ar c'homzoù-se da holl vibien Israel, e savas ar bobl o mouezh, hag e leñvjont.


Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.


Neuze holl vibien Israel hag an holl bobl a bignas hag a zeuas da Vetel, gouelañ a rejont eno hag en em zalc'hjont dirak an AOTROU, hag e yunjont an deiz-se betek an noz, hag e kinnigjont loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù dirak an AOTROU.


Ar bobl a zeuas da Vetel, hag e chomjont eno betek an noz dirak Doue. Sevel a rejont o mouezh o ouelañ dourek


Saül ivez a yeas d'e di da C'hibea, hag ez eas gantañ an dud kadarn en doa teneraet Doue o c'halon.


Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantañ, war-dro c'hwec'h kant den anezho.


Ha Samuel a yeas da Rama, ha Saül a bignas d'e di e Gibea-Saül.


Neuze David hag ar bobl a oa gantañ a savas o mouezh hag a ouelas, betek ma n'o doe ken enno a nerzh da ouelañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos