Ha David a lavaras: Petra am eus d'ober ganeoc'h mibien Zeruja, pa'z oc'h hiziv va enebourien? Hag e lakain d'ar marv unan bennak hiziv en Israel? Daoust ha n'ouzon ket e teuan hiziv da vezañ roue war Israel?
Sevel a reas hag e skoas war ar Filistined betek ma voe skuizh e zorn ha ma chomas stag ouzh e gleze. En deiz-se an AOTROU a roas un dieubidigezh vras. Ar bobl a zistroas war-lerc'h Eleazar evit diwiskañ.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
Gwelet en deus ivez na oa den ebet, souezhet eo bet na oa den da erbediñ. Neuze e vrec'h en deus degaset ar silvidigezh, hag e reizhder en deus roet harp.
Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.
Met tud fall a lavaras: Penaos e tieubfe hemañ ac'hanomp? Hag e tisprizjont anezhañ, ha ne gasjont prof ebet dezhañ. Met eñ a chomas bouzar ouzh kement-se.
Met ar bobl a lavaras da Saül: Hag e varvfe Jonatan, eñ hag en deus roet un dieubidigezh ken bras da Israel? Ne c'hell ket bezañ! An AOTROU a zo bev! Ne gouezho d'an douar blevenn ebet eus e benn, rak gant Doue eo en deus graet-se hiziv. Ar bobl a zieubas Jonatan ha ne varvas ket.
Lakaet en deus e vuhez war var ha lazhet ar Filistin, hag an AOTROU en deus graet drezañ un dieubidigezh vras evit holl Israel. Gwelet ec'h eus hag ec'h eus bet levenez. Perak pec'hiñ a-enep ar gwad didamall o lakaat David d'ar marv hep abeg?