Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ha pa vi aet ac'hane hag e vi pelloc'h, pa vi deuet betek dervenn an Tabor, en em gavi gant tri den o pignat war-zu Doue da Vetel, hag o tougen, unan anezho tri menn-gavr, unan all teir barenn, hag unan all ul lestrad gwin.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:3
22 Referencias Cruzadas  

Gervel a reas al lec'h-se Betel. Met diagent, anv ar gêr a oa Luz.


hag ar maen-mañ am eus lakaet en e sav evel ur peul a vo ti Doue; hag eus kement a roi din, e roin dit an deog gant lealded.


Doue a lavaras da Jakob: Sav, pign da Vetel ha chom eno, gra eno un aoter d'an Doue en em ziskouezas dit pa dec'hes dirak Ezaü da vreur.


hag e savimp, hag e pignimp da Vetel, hag e raimp eno un aoter d'an Doue en deus respontet din da zeiz va enkrez hag a zo bet ganin e-pad va beaj.


Dit eo an neñvoù, dit ivez eo an douar. Diazezet ec'h eus ar bed ha kement a zo ennañ.


Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.


Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.


ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin.


Mar kinnig ur c’havr, e tegaso anezhi dirak an AOTROU.


Mar kinnig ul loen bihan, par pe parez, evit aberzh a drugarekadennoù d’an AOTROU, e kinnigo unan disi.


Ouzhpenn ar gwestell e kinnigo ur prof bara goet gant e aberzh evit trugarekaat pe aberzh a drugarekadennoù.


hag eus Sarid e troe d'ar reter, war-zu ar sav-heol, etrezek harz Kislod-Tabor, hag ez ae da gavout Dabrad, hag e pigne da Jafia,


hag e stoke an harz ouzh Tabor, ha Shashazima, ha Bet-Shemesh, hag e tape o harz ar Jordan. Ar c'hêrioù-se: c'hwezek, gant o c'hêriadennoù.


Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.


Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.


Mibien Israel a c'houlennjont kuzul digant an AOTROU. Arc'h Emglev Doue a oa eno en deizioù-se,


Lavaret e voe da Sisera e oa pignet Barak mab Abinoam war Venez Tabor.


Hag e kasas gervel Barak mab Abinoam eus Kedesh e Neftali, hag e lavaras dezhañ: An AOTROU Doue Israel, ha n'en deus ket roet ar gourc'hemenn-mañ: Kae war-zu Menez Tabor ha dastum, kemer ganit dek mil den eus mibien Neftali hag eus mibien Zabulon,


Neuze e lavaras da Zebak ha Zalmuna: Penaos e oa an dud hoc'h eus lazhet war an Tabor? Respont a rejont: Eveldout e oant, pep hini anezho a oa heñvel ouzh mab ur roue.


Hag e c'houlennint diganit ha mont a ra mat, hag e roint dit div varaenn a zegemeri eus o daouarn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos