Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 10:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Samuel a lakaas da dostaat holl veuriadoù Israel, ha meuriad Benjamin a voe merket.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 10:20
9 Referencias Cruzadas  

Hag Abner a gomzas ivez ouzh re Venjamin. Goude ez eas Abner da lavarout da Zavid da Hebron kement a oa kavet mat gant Israel ha gant holl di Benjamin.


Goude e lavarjont an eil d'egile: Deuit, taolomp ar sord, hag e ouezimp en abeg da biv e c'hoarvez an droug-se ganeomp. Teurel a rejont ar sord hag ar sord a gouezhas war Jonaz.


Ha diwar-benn Benjamin e lavaras: An hini a zo karet-mat gant an AOTROU, a chomo e surentez en e gichen. E c'holoio bemdez, hag en em zalc'ho etre e zivskoaz.


Met hiziv e taolit kuit ho Toue en deus ho tieubet eus hoc'h holl boanioù hag eus hoc'h holl c’hlac’haroù, hag e lavarit dezhañ: Met laka ur roue warnomp. En em ziskouezit eta bremañ dirak an AOTROU dre veuriadoù ha dre vilieroù.


Goude e lakaas meuriad Benjamin da dostaat dre diegezhioù, ha tiegezh Matri a voe merket. Goude e voe merket Saül mab Kish, hag e klaskent anezhañ, met ne oa ket kavet.


Saül a lavaras: Tostait amañ, c'hwi holl briñsed ar bobl, hag anavezit ha gwelit penaos eo bet graet ar pec'hed-se hiziv,


Saül a lavaras d'an AOTROU Doue Israel: Ro da anavezout ar wirionez. Jonatan ha Saül a voe merket, hag ar bobl a dec'has.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos