14 Eontr Saül a lavaras dezhañ ha d'e vevel: Da belec'h oc'h aet? Hag e respontas: Da glask an azenezed, met evel ma n'hon eus ket o c'havet, omp aet da gavout Samuel.
Hag e teuas d'en em zerc'hel dirak e vestr. Elizea a lavaras: A-belec'h e teuez, Gehazi? Hag e respontas: Da servijer n'eo aet nag amañ nag aze.
P'en doe paouezet da brofediñ, e teuas d'an uhellec'h.
Eontr Saül a lavaras: Disklêr din ar pezh en deus lavaret deoc'h Samuel.
Anv gwreg Saül a oa Akinoam merc'h Akimaaz. Anv penn e arme a oa Abner mab Ner, eontr Saül.