1 Rouaned 9:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 o diskennidi a oa chomet war o lerc'h er vro, ha n'o deus ket gellet mibien Israel o lakaat da verz, Salomon a sujas anezho da anerioù hag o sklavelaas betek hiziv.
Setu amañ pennoù ar proviñs a reas o diazez e Jeruzalem. E kêrioù Juda e voe o chom pep hini en e zalc'h, en e gêr, Israeliz, aberzhourien, Levited, Netiniz, mibien servijerien Salomon.
Fulor an AOTROU en em danas a-enep Israel, hag e lavaras: Peogwir he deus ar bobl-mañ torret va emglev am boa roet d'o zadoù, ha n'o deus ket sentet ouzh va mouezh,