Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 selaou anezho eus an neñvoù, pardon pec'hed da servijerien ha da bobl Israel, en ur gelenn dezho an hent mat, a zo ret dezho kerzhout gantañ, ha kas glav war an douar ac'h eus roet da hêrezh da'z pobl.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:36
28 Referencias Cruzadas  

Ur pell bras goude-se komz an AOTROU a voe disklêriet da Elia, en trede bloaz, o lavarout: Kae, en em ziskouez da Akab, hag e kasin glav war an douar.


Goude Elia a lavaras da Akab: Pign, debr hag ev, rak setu trouz krozus ar glav.


War gement-se an neñvoù a deñvalaas gant koumoul, an avel a savas, hag e voe ur glav bras. Neuze Akab a bignas war e garr hag a yeas da Jizreel.


Starta va c'hammedoù ez ker, ha na lez direizhder ebet da ren warnon.


AOTROU, kelenn din hent da reolennoù, hag e virin anezhañ betek an dibenn.


Gra din klevout da vadelezh adalek ar beure, rak e fizian ennout, hag anavezout an hent am eus da gerzhout warnañ, rak savet em eus va ene war-zu ennout.


Piv eo an den a zouj an AOTROU? Kelenn a raio dezhañ an hent en deus da zibab.


An AOTROU a zo mat hag eeun, setu perak e kelenno an hent d'ar bec'herien.


AOTROU, desk din da hent, va ren dre ar wenodenn eeun, abalamour da'm enebourien.


Me az lakaio skiantek, me a gelenno dit an hent ma tleez kerzhout warnañ, da ren a rin, va lagad a vo warnout.


Met evidon-me, dre largentez da drugarez ez in ez ti, hag e stouin e-barzh da dempl santel gant doujañs.


Skuilhet ec'h eus ur glav madoberus, o Doue, rentet ec'h eus nerzh da'z hêrezh skuizhet.


an douar a grenas, an neñvoù zoken a zeuas da vezañ dour dirak Doue, ar Sinai zoken a grenas dirak Doue, Doue Israel.


AOTROU, kelenn din da hent, kerzhout a rin ez kwirionez. Doug va c'halon da zoujañ da anv.


Eürus eo an den a gastizez, o AOTROU, an hini a zeskez dre da lezenn,


Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.


Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


E-touez idoloù aner ar broadoù, hag ez eus unan a rofe glav? Hag e c'hellfe an neñvoù reiñ glav munut? Ha n'eo ket te, AOTROU hon Doue? Emaomp en gortoz ac'hanout, rak te eo a ra an holl draoù-se.


Ra lavaro an AOTROU da Zoue deomp an hent hon eus da heuliañ hag ar pezh hon eus d'ober.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Ha c'hwi, mibien Sion, tridit ha laouenait en AOTROU ho Toue, rak e ro deoc'h glav ar c'hentañ amzer hervez an direizhder, hag e kas deoc'h ur glav fonnus eus ar c'hentañ hag eus an diwezhañ amzer, evel gwechall.


Meur a vroad a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos