Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha pa zeuas er-maez an aberzhourien eus al lec'h santel, ur goabrenn a leunias ti an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:10
11 Referencias Cruzadas  

An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennañ evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU.


Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.


Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.


Ar bloavezh ma varvas ar roue Ozia e welis an AOTROU azezet war un tron uhel ha savet, ha plegoù e zilhad a leunie an templ.


Diazezoù an dorojoù a voe brañsellet gant mouezh an hini a grie, hag an ti a voe leuniet a voged.


Neuze gloar an AOTROU a savas dreist ar cherubined, etrezek treuzoù an ti; hag an ti a voe leuniet gant ar goabrenn, e-pad ma voe al leurenn leuniet gant sked gloar an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.


Hag e vrañsellin an holl vroadoù, hag e teuio teñzorioù an holl vroadoù, hag e leugnin an ti-mañ a c'hloar, eme AOTROU an armeoù.


An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c’halloud. Den ne c’helle mont en templ ken na vije peurc’hraet seizh gouli ar seizh ael.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos