Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù aour a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:48
22 Referencias Cruzadas  

Eus an arc'hant-se a veze degaset da di an AOTROU, ne voe ket graet kirinoù arc'hant evit ti an AOTROU, na mougerigoù, na hanafoù, na trompilhoù, na listri en aour, na listri en arc'hant,


Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.


Penn ar warded a gasas ivez gantañ an ezañsoueroù, an hanafoù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,


Ober a reas dek taol hag o lakaas en templ, pemp a-zehou ha pemp a-gleiz. Ober a reas kant hanaf aour.


Bez' ez eus ur vengleuz evit tennañ an arc'hant diouti, hag ul lec'h evit glanaat an aour ennañ.


an daol gant hec'h holl draoù, ar baraoù a ginnig,


an aoter aour, eoul an oleviadur, an ezañs a c'hwezh-vat, ar rideoz evit digor an deltenn,


Lakaat a reas an aoter aour e teltenn an engalv dirak ar ouel,


E porzh an nor e oa div daol ouzh un tu ha div daol ouzh an tu all evit lazhañ warno al loskaberzhoù, an aberzh-dic'haouiñ hag an aberzh a gablusted.


Ar beder zaol evit al loskaberzh a oa e mein-ben, un ilinad hanter a hirder, un ilinad hanter a ledander hag un ilinad a uhelder. Lakaet e veze warno ar binvioù evit lazhañ al loskaberzhoù hag an aberzhoù all.


An aoter-goad a oa uhel a dri ilinad hag hir a daou ilinad. He c'hornioù, hec'h hed hag he c'hostezioù a oa e koad. Hag e lavaras din: Amañ emañ an daol a zo dirak an AOTROU.


Int a zeuio em santual hag a dostaio ouzh va zaol evit va servijañ, hag e virint va servij.


Met c'hwi a zisakr anezhañ pa lavarit: Taol an AOTROU a zo saotret, hag ar pezh a zeu dioutañ a zo ur boued disprizus.


penaos ez eas e ti Doue hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na oa aotreet o debriñ, nag e-unan, nag ar re a oa gantañ, nemet ar veleien hepken?


Ne c’hellit ket evañ hanaf an Aotrou hag hanaf an diaouled. Ne c’hellit ket kemer lod ouzh taol an Aotrou hag ouzh taol an diaouled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos