Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Bez' e oa teir renkad prenestroù, ur prenestr ouzh ur prenestr all, teir gwech.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:4
11 Referencias Cruzadas  

Ober a reas d'an ti prenestroù gant sternioù enk.


Lakaet e voe ur goloadur sedrez a-us d'ar c'hambroù a oa war ar peulioù, pemp ha daou-ugent anezho, pemzek dre bep renkad.


An holl zorojoù hag ar postoù a oa gant koadajoù karrezek, ha pep prenestr a oa a-dal d'ur prenestr all, teir gwech.


ober a rin da granelloù gant rubiz, da zorojoù gant mein-granat, da holl vogerioù gant mein prizius.


Bez' e oa prenestroù kaelet ouzh ar c'hambroù hag ouzh o fostoù, en diabarzh eus an nor, tro-dro. Bez' e oa prenestroù ivez ouzh ar porzhioù, tro-dro, en diabarzh. Ha war ar postoù e oa palmezennoù.


He frenestroù, he forzhioù hag he falmezennoù o doa an hevelep muzul hag an nor a selle etrezek ar sav-heol. Hag e oa seizh derez da bignat eno, ar porzh o vezañ dirazo.


Hag e oa prenestroù outi hag ouzh he forzhioù, tro-dro, heñvel ouzh ar prenestroù diagent. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.


He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.


He c'hambroù, he fostoù hag he forzhioù o doa an hevelep muzulioù. Hag e oa prenestroù ouzh an nor-se hag ouzh ar porzhioù, tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.


hag he c'hambroù, he fostoù, he forzhioù, hag he frenestroù tro-dro. An hirder a oa hanter-kant ilinad hag al ledander pemp ilinad warn-ugent.


Hag e oa ivez prenestroù kaelet ha palmezennoù ouzh un tu hag ouzh an tu all eus kostezioù ar porzh, hag ouzh kambroù-kostez an ti, gant prennoù-koad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos