33 Ar rodoù a oa graet evel rodoù ur c'harr. O ahelioù, o c'hammedoù, o moelloù hag o emproù, a oa bet holl teuzet.
Ar peder rod a oa dindan ar sternioù, hag ahelioù ar rodoù a oa ouzh ar sichenn. Uhelder pep rod a oa un ilinad hanter.
Pevar skor a oa evit pevar c'horn pep sichenn. Ar skorioù a oa tennet eus ar sichenn.
Neuz ar rodoù, o doare, a oa heñvel ouzh krizolit, d'o feder an hevelep stumm. O neuz hag o doare a oa evel ma vije bet ur rod e-kreiz ur rod all.
Kammedoù ken uhel o doa, ken spontus. O c'hammedoù a oa leun a lagadoù tro-dro, o fevar.