Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 War ar sternioù etre ar panelloù, e oa leoned, ejened ha cherubined. War ar panelloù, dreist ha dindan al leoned hag an ejened, e oa traoù-kinklañ divilhet.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:29
15 Referencias Cruzadas  

Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.


Hag e lakaas ar cherubined e-barzh an ti, etrezek ar foñs, hag e voe astennet eskell ar cherubined, e doare ma stoke askell unan anezho ouzh ar voger, hag askell ar cherubin all ouzh ar voger all, hag en em stoke o eskell, unan ouzh egile, e-kreiz an ti.


Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoù a oa troet ouzh an diabarzh.


Setu penaos e oa graet ar sichennoù: sternioù e oa, hag ar sternioù a enframme panelloù.


Pep sichenn he doa peder rod arem, gant ahelioù arem. He fevar zroad a servije da skor dezho. Ar skorioù-mañ a oa teuzet dindan ar girin, hag en tu all d'an traoù-kinklañ.


Hag e ri daou cherubin aour. O ober a ri gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez.


Hag e reas daou cherubin aour. Ober a reas anezho gant ar morzhol, e daou benn al lec'h-a-drugarez,


Ha setu stumm o dremmoù: o fevar holl o doa dremm un den ha dremm ul leon a-zehou, o fevar dremm un ejen a-gleiz, hag o fevar dremm un erer.


Pep hini en doa peder dremm: an dremm kentañ, dremm ur cherubin; an eil dremm, dremm un den; an deirvet, dremm ul leon; ar bedervet, dremm un erer.


Rak me a vo evel ul leon evit Efraim, hag evel ul leonig evit ti Juda: Me, me a rogo! Hag ez in kuit. Dougen kuit a rin, hep na vo den da zieubiñ.


Dreist an arc’h e oa cherubined ar gloar, o c’holeiñ gant o skeud al lec’h-a-drugarez, ar pezh n’eo ket ret komz diwar e benn bremañ dre ar munud.


C’hwi ivez, evel mein bev, a zo savet evit bezañ un ti speredel, ur velegiezh santel, evit kinnig aberzhoù speredel kavet plijus gant Doue dre Jezuz-Krist.


Unan eus an henaourien a lavaras din: Na ouel ket. Setu, al leon a zo eus meuriad Juda, gwrizienn David, en deus trec’het evit digeriñ al levr ha dieren ar seizh siell anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos