Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he daou vil bat.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:26
12 Referencias Cruzadas  

Kizellet e oa ar sedrez en em gave en diabarzh an ti, o tiskouez moulleürioù ha bleuñv difluket. Maen ebet ne veze gwelet, an holl a oa e sedrez.


An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.


Kizellañ a reas warno cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, a astennas war ar c'hizelladur.


An togennoù war grec'h ar c'holonennoù er porched, a oa evel lili. Pevar ilinad o doa.


Lakaet e oa war zaouzek ejen, tri a oa troet etrezek an hanternoz, tri etrezek ar c'huzh-heol, tri etrezek ar c'hreisteiz, tri etrezek ar sav-heol. Ar mor a oa warno, o holl ziadreoù a oa troet ouzh an diabarzh.


Ober a reas dek sichenn arem; pep sichenn he doa pevar ilinad hirder, pevar ilinad ledander, tri ilinad uhelder.


Ober a reas dek kirin arem. Pep kirin a gendalc'he daou-ugent bat; pep kirin he doa pevar ilinad; pep kirin a oa war unan eus an dek sichenn.


E devder en doa ur palvad, e riblenn a oa evel riblenn un hanaf gant flourdiliz, hag e kendalc'he tri mil bat.


Ober a ri en-dro dezhi ur rizenn a bevar biz, hag e ri d'ar rizenn-se ur gurunenn aour en-dro.


Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad, hag ur gordenn a zaouzek ilinad a rae he zro; he zevder a oa pevar biz, hag e oa kleuz.


An efa hag ar bat o devo an hevelep muzul: ar bat a zalc'ho un dekvedenn eus un homer, hag an efa un dekvedenn eus un homer; diouzh an homer e vo o muzul.


Ha setu ar reolenn evit an eoul, evit ur bat a eoul: un dekvedenn eus ur bat dre bep kor, a zo dek bat pe un homer, rak dek bat a ra un homer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos