1 Rouaned 7:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned23 Ober a reas ur mor e metal teuzet, en doa dek ilinad eus ur riblenn d'eben. Kelc'hiek e oa e dro, hag en doa pemp ilinad uhelder. Ha tro-dro dezhañ e oa ur gordenn a dregont ilinad. Ver Capítulo |
Ar roue Akaz a roas ar gourc'hemenn-mañ d'an aberzhour Uri o lavarout: War an aoter vras e lakai da vogediñ loskaberzh ar beure, donezon an abardaez, loskaberzh ar roue hag e zonezon, loskaberzh holl bobl ar vro hag o donezon hag o evadkinnigoù. Sparfañ a ri warni holl wad al loskaberzhoù hag holl wad an aberzhoù. Ha diwar-benn an aoter arem, din-me e vo da welout.