Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Hag e reas d'ar c'holonennoù div renkad greunadez en-dro d'ar roued, evit goleiñ an dogenn a oa dreist ur golonenn. Hag e reas an hevelep tra evit an eil togenn.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:18
8 Referencias Cruzadas  

Evit an togennoù a oa dreist ar c'holonennoù, e reas evel rouedoù e stumm kaelioù, ha dantelezioù evel chadennoùigoù, seizh evit an dogenn gentañ ha seizh evit an eil togenn.


An togennoù war grec'h ar c'holonennoù er porched, a oa evel lili. Pevar ilinad o doa.


div golonenn, gant ar bolzennoù hag an togennoù a oa war benn an div golonenn, an div roued evit goleiñ div volzenn an togennoù a oa war benn ar c'holonennoù,


Diwar-benn ar c'holonennoù, uhelder pep kolonenn a oa triwec'h ilinad. Bez' e oa dreist un dogenn arem. Uhelder an dogenn a oa pemp ilinad, war an dogenn e oa ur roued ha greunadez tro-dro, holl en arem. An eil kolonenn gant he roued a oa heñvel.


ha div chadennig aour glan a dortisi e-doare kordennoùigoù, hag e lakai ar chadennoùigoù tortiset el lagadoù.


Hag e ri war ar gwisk-bruched chadennoùigoù aour glan, tortiset e-doare kordennoùigoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos