An holl draoù-se a oa bet graet gant mein talvoudus, benet hervez ar muzulioù dereat, heskennet gant an heskenn en diabarzh hag en diavaez, adalek an diazez betek ar rizennoù, hag en diavaez, betek al leurenn vras.
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.