Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 6:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Hag e reas er santual daou cherubin e koad olivez a zek ilinad uhelder.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:23
14 Referencias Cruzadas  

Kas eta a reas an den kuit, hag e lakaas e sav-heol liorzh Eden ar cherubined, gantañ ur c'hleze flammus o treiñ a bep tu, evit diwall hent ar wezenn a vuhez.


Unan eus eskell ur cherubin he doa pemp ilinad, hag askell all ar cherubin he doa pemp ilinad; adalek penn un askell betek penn an askell all e oa dek ilinad.


Ouzh digor ar santual e reas un nor gant div stalaf e koad olivez. Ar gourin hag ar postoù a oa eus ur pempvet eus ar c'hostez.


An div stalaf a oa e koad olivez, hag e kizellas warno skeudennoù bosek o tiskouez cherubined, palmez ha bleuñv difluket, hag e c'holoas anezho gant aour, oc'h astenn an aour war ar cherubined ha war ar palmez.


Izelaet e voe an neñvoù gantañ hag e tiskennas, un deñvalijenn dindan e dreid.


D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war "Shoshanim-Edud".


AOTROU an armeoù, Doue Israel, te hag a zo o chom etre ar cherubined! Te hepken, te eo Doue holl rouantelezhioù an douar, te ac'h eus graet an neñvoù hag an douar!


Hag an dorojoù o doa daou stalaf a blege, daou stalaf evit un nor ha daou evit an hini all.


Ha n’int ket holl speredoù o vinistrañ, kaset da seveniñ ur servij e-keñver a re a dle kaout ar silvidigezh da hêrezh?


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos