Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 5:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 5:6
20 Referencias Cruzadas  

Kanaan a voe tad da Sidon e gentañ-ganet, da Hed,


Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.


Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!


Lakaat a reas, war ugent ilinad e foñs an ti, plenk sedrez, kenkoulz war al leur ha war ar mogerioù, hag e reas en diabarzh eus al lec'h-se ar santual, al lec'h santel-meurbet.


Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.


an holl gêrioù a servije da diez-dastum en doa Salomon, an holl gêrioù evit ar c'hirri, ar c'hêrioù evit e varc'hegerien, ha kement a c'hoantae Salomon sevel e Jeruzalem, el Liban, hag en holl vro dindan e vestroni.


Hiram a gasas war al listri martoloded a anaveze ar mor a-douez e servijerien, evit bezañ gant servijerien Salomon.


ha koad sedrez diniver rak kaset o doa ar Sidoniz hag an Diriz koad sedrez e-leizh da Zavid.


Salomon a zastumas kirri ha marc'hegerien. Bez' en doa mil pevar c'hant karr ha daouzek mil marc'heger, hag e lakaas anezho er c'hêrioù ma veze lec'hiet e girri, hag e Jeruzalem e-kichen ar roue.


Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro ar c'hoad, ugent mil kor gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat gwin, ugent mil bat eoul.


Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.


Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.


mouezh an AOTROU a dorr ar sedrez, an AOTROU a dorr sedrez al Liban,


Lavarout a ris dezho: Mar kavit mat, roit din va gopr; anez na rit ket. Hag e pouezont evit va gopr tregont pezh arc'hant.


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


Met ar c’hras a zo roet da bep hini ac’hanomp, hervez muzul donezon Krist.


Ne vo ket dezhañ un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d'an Ejipt evit kreskiñ niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc'h: Ne zistroit ken dre an hent-se.


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos