Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 3:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Hag a vaouez ma oa bev he mab, he diabarzh o vezañ fromet diwar-benn he mab, a lavaras d'ar roue: Va aotrou, ro dezhi ar bugel a vev, n'e laka d'ar marv! Met eben a lavare: Ne vo na din na dit, troc'h-eñ!

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 3:26
12 Referencias Cruzadas  

Jozef a hastas rak e galon a voe fromet ouzh e vreur, hag e klaskas ul lec'h evit gouelañ. Mont a reas en e gambr hag e ouelas.


Ar roue a lavaras: Daouhanterit ar bugel a vev, ha roit un hanter da unan hag un hanter d'eben.


Neuze ar roue a respontas o lavarout: Roit da honnezh ar bugel a vev, ha n'e lakait ket d'ar marv: hi eo e vamm.


Mut on chomet er sioulder, en em viret on da gomz zoken evit ar mad, ha va foan a zo kresket.


Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.


Efraim, ha n'eo ket evidon ur mab karet? Ha ne'm eus ket lakaet ennañ va holl levenez? Rak adalek ma komzan diwar e benn, atav em eus soñj anezhañ. Setu perak va c'hreizon a zo fromet en e geñver, hag a-dra-sur em bo truez outañ, eme an AOTROU.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,


Rak Doue a zo test din pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz kalon e Jezuz-Krist.


Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic’hlac’har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,


hep karantez naturel, didruez, droukkomzerien, diroll, garv, enebourien d’an dud vat,


Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos