Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Diouzh ar mintin, pa'z on savet da reiñ da zenañ da'm mab, setu e oa marv. Met sellet em eus outañ gant evezh diouzh ar mintin, ne oa ket eñ va mab am boa ganet.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 3:21
5 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Piv en dije lavaret da Abraham e roje Sara da zenañ da vugale? Rak ganet em eus dezhañ ur mab en e gozhni.


Savet eo e-kreiz an noz, tapet he deus ar mab em boa em c'hichen e-pad ma kouske da servijerez, lakaet he deus anezhañ war he barlenn, ha lakaet he deus he mab marv war va barlenn.


Ar vaouez all a lavaras: Nann, an hini bev eo va mab, met an hini marv eo da vab. Met an hini gentañ a lavaras: Nann, an hini marv eo da vab, met an hini bev eo va mab. Hag e komzent evel-se dirak ar roue.


Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos