Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

52 Er seitekvet bloaz eus Jozafad roue Juda, e teuas Akazia mab Akab da roue war Israel e Samaria. Ren a reas daou vloaz war Israel.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:52
14 Referencias Cruzadas  

Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent Jeroboam, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.


Met chom a reas stag ouzh pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, ha ne zistroas ket diwarno.


Kerzhet en deus war hent ti Akab en ur ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evel ti Akab, rak kar e oa da di Akab.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


Kerzhet en deus war hent ti Akab, rak e vamm a oa e guzulierez evit ar fallagriezh.


O vezañ aet er-maez, hi a lavaras d’he mamm: Petra a c’houlennin? Hag e lavaras: Penn Yann-Vadezour.


Setu, en em zalc’han ouzh an nor hag e skoan. Mar klev unan bennak va mouezh ha mar digor an nor, ez in en e di, hag e koagnin gantañ hag eñ ganin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos