Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:34
11 Referencias Cruzadas  

Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.


Hag e respontas: Gwelet em eus holl Israel a-stlabez dre ar menezioù, evel un tropell deñved hep mesaer, hag an AOTROU en deus lavaret: An dud-se n'o deus mestr ebet, ra zistroio pep hini d'e di e peoc'h.


Pa welas pennoù ar c'hirri ne oa ket roue Israel, e tistrojont dioutañ.


Hag en deiz-se ar stourm a voe garv. Ar roue a chomas en e garr, a-dal d'ar Siriz, hag e varvas d'an abardaez. Gwad e c'houli a redas e foñs ar c'harr.


Jehu a grogas en e wareg hag a skoas ouzh Joram etre e zivskoaz, e doare ma treuzas ar bir e galon dezhañ, hag e kouezhas war e zaoulin en e garr.


Roue Siria en doa roet un urzh da bennoù e girri, o lavarout: Na stourmit nag a-enep ar re vihan nag a-enep ar re vras, met hepken a-enep roue Israel.


Ar waregerien a dennas war ar roue Jozia, hag ar roue a lavaras d'e servijerien: Kasit-me kuit, rak gwall-c'houliet on.


Piv a lavar e c'hoarvezfe un dra hep n'en defe an Aotrou e c'hourc'hemennet?


Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klañv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoù.


Hobregonoù o doa evel hobregonoù houarn ha trouz o divaskell a oa evel trouz kirri gant kalz a gezeg a red d’an emgann.


Neuze David a lakaas e zorn en e sac'h, a gemeras ur maen dioutañ, e daolas gant e vatalm, hag a skoas gant ar Filistin en e dal, hag ar maen a yeas don en e dal. Hag e kouezhas war e zremm d'an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos