An den-mañ a lavaras: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma ec'h eus lezet da vont eus da zaouarn an den am boa lakaet da verz, da vuhez a vo evit e vuhez ha da bobl evit e bobl.
Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.
Neuze Sedesia mab Kenaana a dostaas hag a skoas gant Mika war e jod, en ur lavarout: Dre beseurt hent eo pellaet Spered an AOTROU diouzhin evit komz ouzhit?
Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
An AOTROU a lavaras da Voizez: En ur vont en-dro d'an Ejipt, evesha ouzh an holl vurzhudoù am eus lakaet ez torn hag a ri dirak Faraon. Met me a galetaio e galon, ha ne lezo ket ar bobl da vont kuit.
Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.
Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.
Pa rofe Balag din e di leun a arc'hant hag a aour, ne c'hellin ket terriñ urzh an AOTROU evit ober un dra vat pe un dra fall ac'hanon va-unan, me a lavaro ar pezh a lavaro an AOTROU?
Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.