1 Rouaned 21:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned19 Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan. Ver Capítulo |
Elizea a oa azezet en e di, hag an henaourien a oa azezet gantañ. Ar roue a gasas un den dirazañ. Met a-raok ma voe erru ar c'hannad, Elizea a lavaras d'an henaourien: Ha gwelout a rit penaos mab al lazher-se a zegas un den evit troc'hañ din va fenn? Pa zeuio ar c'hannad, lakait evezh da serriñ an nor ha d'e zerc'hel e-tal an nor. Ha ne glevit ket trouz treid e vestr a zeu war e lerc'h?