Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?
Met lavarout a reas dezhañ: Va c'halon, ha ne oa ket aet aze, el lec'h ma tiskennas an den-se diwar e garr da'z kavout? Hag emañ an amzer da gemer arc'hant, da gemer dilhad, gwez-olivez, gwini, deñved, ejened, servijerien ha servijerezed?
Rak setu, dont a ra an AOTROU er-maez eus e chomlec'h, evit kastizañ drougiezh tud an douar. Hag an douar a ziskouezo ar gwad bet skuilhet warnañ, ha ne guzho ket ken e re lazhet.