Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.
Kerkent ha ma klevas Jezabel e oa bet meinataet Nabod hag e oa marv, e lavaras da Akab: Sav, perc'henn gwinienn Nabod eus Jizreel, an hini na felle ket dezhañ he reiñ dit evit arc'hant, rak Nabod n'eo ken bev, met marv eo.
Ur c'hannad a zeuas d'en disklêriañ dezhañ o lavarout: Degaset o deus pennoù mibien ar roue. Jehu a lavaras: O lakait e daou vern e-tal dor kêr, betek ar mintin.
Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.
Bez' ez eus un avel a erru war an douar: tud reizh ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re fall; hag ez eus ivez tud fall ma c'hoarvez ganto hervez oberoù ar re reizh. Lavaret em eus ez eo kement-se ivez un avel.