Shimei a respontas d'ar roue: Ar gomz-se a zo mat; da servijer a raio kement en deus lavaret ar roue va aotrou. Evel-se e chomas Shimei e Jeruzalem e-pad pell.
Ar gannaded a zeuas adarre hag a lavaras: Evel-henn e komz Ben-Hadad: Kaset em eus da lavarout dit: Ro din da arc'hant ha da aour, da wragez ha da vibien,
Penn an ti, penn ar gêr, an henaourien, ha gouarnerien ar vibien a gasas da lavarout da Jehu: Ni a zo da servijerien, hag e raimp kement a lavari deomp. Ne lakaimp den da roue. Gra ar pezh a gavi mat.
Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;
e serviji da enebourien a gaso an AOTROU ez enep, en naonegezh, er sec'hed, en noazhder, en dibourvez a bep tra, hag e lakaio ur yev houarn war da c'houzoug betek ma vi distrujet.