Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 20:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Servijerien roue Siria a lavaras dezhañ: O doue a zo un doue a venezioù, hag en abeg da-se ez int bet kreñvoc'h egedomp. Met greomp brezel a-enep dezho er blaenenn, hag a-dra-sur e vimp kreñvoc'h egeto.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 20:23
13 Referencias Cruzadas  

Rak uhellec'hioù a savjont ivez gant peulioù hag Asheraoù war an holl grec'hioù ha dindan pep gwezenn c'hlas.


Gra kement-mañ: Lam pep hini eus ar rouaned-se eus e lec'h, laka en o lec'h renerien,


Neuze den Doue a dostaas hag a gomzas ouzh roue Israel o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma o deus lavaret ar Siriz: An AOTROU a zo un doue a venezioù ha nann un doue a draoniennoù, me a lakaio an holl engroez bras-se etre da zaouarn, hag e ouiot ez on an AOTROU.


E servijerien a lavaras dezhañ: Setu bremañ hon eus klevet eo rouaned ti Israel rouaned truezus. Lakaomp seier war hon divgroazell ha kerdin ouzh hor pennoù, hag eomp da gavout roue Israel. Marteze e savetaio da ene.


Doueoù ar broadoù hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?


A-douez holl doueoù ar vroioù-se, pere o deus dieubet o bro diouzh va dorn, evit ma tieubo an AOTROU Jeruzalem diouzh va dorn?


Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.


AOTROU, va nerzh, va c'hreñvder, va repu en deiz an estrenvan, ar broadoù a zeuio da'z kavout eus pennoù an douar, hag e lavarint: Hon tadoù o deus bet da hêrezh gevier ha mogidelloù, traoù hep gounid.


Gwalleur deomp! Piv hon tenno eus dorn an doueoù galloudus-se? An doueoù-se eo ar re o deus skoet war an Ejipsianed dre bep seurt goulioù er gouelec'h.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos