Mevelien gouarnourien ar proviñsoù a yeas er-maez da gentañ, ha Ben-Hadad a gasas unan bennak a danevellas dezhañ o lavarout: Tud a zo deuet er-maez eus Samaria.
Pep hini anezho a skoas war e zen, hag ar Siriz a dec'has, hag Israel a redas war o lerc'h. Ben-Hadad roue Siria a dec'has war ur marc'h, gant marc'hegerien.