Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 20:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Neuze e niveras mevelien gouarnourien ar proviñsoù, hag e oant daou c'hant daou ha tregont. Goude e niveras an holl bobl, holl vibien Israel, hag e oant seizh mil.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 20:15
11 Referencias Cruzadas  

Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ.


Akab a lavaras: Dre biv? Hag e respontas: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre vevelien gouarnourien ar proviñsoù. Akab a lavaras: Piv a grogo gant an emgann? Hag e respontas: Te.


Hag ez ejont er-maez da greisteiz, pa'c'h eve hag en em vezve Ben-Hadad en teltennoù, eñ hag an daou roue ha tregont a skoazelle anezhañ.


petra bennak ma ne oa ket manet a soudarded da Joakaz, nemet hanter-kant marc'heger, dek karr ha dek mil den war-droad. Rak roue Siria en doa o distrujet, hag o lakaet evel ar boultrenn a vac'her gant an treid.


Asa a grias d'an AOTROU e Zoue hag a lavaras: AOTROU! Evidout, ken aes eo sikour ar re a zo kalz hag ar re a zo dinerzh. Sikour ac'hanomp, AOTROU hon Doue! Rak warnout ez omp en em harpet, hag ez anv ez omp deuet a-enep an engroez-mañ. Te eo an AOTROU hon Doue, ra ne drec'ho ket an den warnout!


Ar roue n'eo ket saveteet dre e c'halloud bras, hag an den galloudek n'eo ket dieubet dre e nerzh bras.


Neuze e lodennas an tri c'hant den e tri strollad, hag e lakaas ur shofar e dorn pep hini anezho gant podoù goullo ha gouloù er podoù,


An AOTROU a lavaras da C'hedeon: Gant an tri c'hant den o deus lapet e tieubin ac'hanoc'h hag e lakain Madian ez torn. Ra ez aio an holl bobl, pep hini d'e lec'h.


Saül en em zalc'he er penn all eus Gibea dindan ar c'hreunavalenn a oa e Migron, hag ur bobl en em gave gantañ, war-dro c'hwec'h kant den anezho.


Jonatan a lavaras d'an den yaouank a zouge e armoù: Deus, tremenomp betek gwarded an diamdroc'hidi-se, marteze e labouro an AOTROU evidomp, rak netra ne harzo an AOTROU da zieubiñ gant kalz pe gant nebeut a dud.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos