1 Rouaned 19:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Hag e savas, hag e tebras hag ec'h evas, ha gant an nerzh a roas ar pred-se dezhañ, e kerzhas daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh betek Horeb, menez Doue.
Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.
ha lavaret en deus din: Va gras a zo a-walc’h evidout, rak va galloud en em ziskouez en dinerzded. Tennañ a rin gloar eta kentoc’h eus va dinerzhded, evit ma chomo galloud Krist ennon.
Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.