Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 18:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Evel ma oa Abdia war an hent, setu Elia a zeuas war arbenn dezhañ. E anavezout a reas, hag e kouezhas war e zremm en ur lavarout: Ha te eo va aotrou Elia?

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 18:7
16 Referencias Cruzadas  

Sara a c'hoarzhas enni hec'h-unan, o lavarout: Pa'z on kozh, ha bez' em befe ar blijadur-se? Va aotrou a zo kozh ivez.


Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.


Juda a respontas: Petra a lavarimp da'm aotrou? Penaos e komzimp? Penaos en em reishaimp? Doue en deus kavet direizhder da servijerien. Setu, ni a zo sklaved da'm aotrou, ken ni evel an hini a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn.


Respontet hon eus da'm aotrou: Ni hon eus un tad war an oad hag ur bugel yaouank dezhañ a zo bet ganet dezhañ en e gozhni. E vreur a zo marv hag hemañ a zo chomet e-unan eus e vamm, hag e dad a gar anezhañ.


Bremañ eta, ra chomo da servijer, me az ped, sklav da'm aotrou e-lec'h ar bugel ha ma pigno hemañ gant e vreur.


E vreudeur, o vezañ deuet d'e gavout, a stouas dirazañ, hag e lavarjont: Setu, da servijerien emaomp.


Ur vag a dremenas ivez evit dougen tiegezh ar roue hag evit ober evel ma plijfe dezhañ. Neuze Shimei mab Gera en em daolas d'an douar dirak ar roue, evel ma tremene ar Jordan.


Hag e c'hoarvezas, en amzer-se, ma'z eas Jeroboam er-maez eus Jeruzalem. Ar profed Akija eus Silo, gwisket gant ur vantell nevez, en em gavas gantañ war an hent. Hag e oant o-daou o-unan war ar maez.


Hag e lodennjont ar vro etrezo evit tremen drezi. Akab a yeas e-unan dre un hent, hag Abdia a yeas e-unan dre un hent all.


Eñ a respontas: Me eo, kae da lavarout da'z aotrou: Setu Elia!


Mibien d'ar re a waske ac'hanout a zeuio ivez da'z kavout en ur stouiñ. Ar re holl a zisprize ac'hanout a zaoulino ouzh solioù da dreid hag a anvo ac'hanout: Kêr an AOTROU, Sion Sant Israel.


Aaron a lavaras da Voizez: Da bediñ a ran, va aotrou, na laka ket warnomp ar pec'hed hon eus graet gant sotoni, ya pec'het hon eus.


Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.


Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d’e groazell. E voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.


Ar paotr a yeas kuit. David a savas ouzh tu ar c'hreisteiz hag en em daolas, e zremm d'an douar, hag e stouas teir gwech. Goude e pokjont an eil d'egile hag e oueljont o-daou, ha zoken David a ouelas gwall galz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos