Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 17:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Evañ a ri eus ar froud, hag em eus roet urzh d'ar brini da vagañ ac'hanout eno.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 17:4
15 Referencias Cruzadas  

Mont a reas hag e kavas ar c'horf astennet war an hent, hag an azen hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Al leon n'en doa ket debret ar c'horf na diframmet an azen.


Kae ac'hann, tro etrezek ar sav-heol, ha kuzh e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.


Hag ez eas eta, hag e reas hervez komz an AOTROU. Mont a reas hag e chomas e-kichen froud Kerid, a zo a-dal d'ar Jordan.


Sav, kae da Sarepta, a zo da Sidon, ha chom eno. Setu em eus roet urzh d'ur vaouez intañvez da vagañ ac'hanout eno.


Ma ro ehan, piv a gondaono? Ma kuzh e zremm, piv a sello outañ? E-keñver ur bobl pe e-keñver un den, evel-se e ra,


Piv a fich d'ar vran he boued pa gri e re vihan etrezek Doue ha pa nijont amañ hag ahont hep netra da zebriñ?


reiñ a ra ar boued d'ar chatal, ha da re vihan ar vran o krial.


An AOTROU a reas d'ur pesk bras en em gavout eno evit lonkañ Jonaz. Ha Jonaz a voe e kof ar pesk e-pad tri devezh ha teir nozvezh.


Kemer ar wialenn ha dastum ar vodadenn, te hag Aaron da vreur, komzit ouzh ar roc'h dirazo, hag e roio he dour. Ober a ri d'an dour mont er-maez eus ar roc'h evito, hag e roi da evañ d'ar vodadenn ha d'o loened.


Neuze an diaoul en lezas. Ha setu, aeled a zeuas hag a servijas anezhañ.


Met eñ a respontas: Skrivet eo: An den ne vevo ket gant bara hepken, met gant pep ger a zeu eus genoù Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos