Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 17:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Mont a reas eta, hag e reas evel m'en doa lavaret Elia dezhi, hag e tebrjont, hi, eñ hag he ziegezh, e-pad pell amzer.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 17:15
13 Referencias Cruzadas  

Abram a yeas evel m'en doa lavaret an AOTROU, Lot a yeas gantañ. Abram a oa en oad a bemzek vloaz ha tri-ugent pa'z eas kuit eus Charan.


Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.


Noe a reas kement-se, pep tra en doa gourc'hemennet Doue dezhañ.


Rak evel-henn e komz an AOTROU Doue Israel: Ar bleud a zo er brok ne vanko ket, an eoul a zo er vured ne baouezo ket, betek an deiz ma kaso an AOTROU glav war an douar.


Bleud ar brok ne vankas ket, eoul ar vured ne baouezas ket, hervez komz an AOTROU disklêriet dre Elia.


Mont a reas eta a-digantañ, hag e serras an nor warni ha war e vibien. Int a zegase al listri dezhi, hag hi a skuilhe enno.


Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


Neuze Jezuz a respontas dezhi: Gwreg, da feiz a zo bras. Ra vo graet dit evel ma c’hoantaez. Ha war an eur-se, he merc’h a voe yac’haet.


O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,


Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?


Dre ar feiz Abraham a ginnigas Izaak pa voe amprouet; an hini en doa resevet ar promesaoù a ginnigas e vab nemetañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos