Degas a rin un tamm bara hag e kreñvaot ho kalon; goude-se e tremenot e-biou, rak evit-se eo oc'h tremenet tost d'ho servijer. Lavarout a rejont: Gra evel ma ec'h eus lavaret.
Sevel a reas eta hag ez eas da Sarepta, hag evel m'en em gave e-tal dor kêr, e voe eno ur vaouez intañvez a zastume koad. Gervel a reas anezhi hag e lavaras dezhi: Mar plij, kae da gerc'hat din ur banne dour en ur pod, ma'c'h evin.
Met hi a respontas: An AOTROU da Zoue a zo bev! Ne'm eus ket a wastell, ne'm eus nemet un dornad bleud en ur brok hag ur banne eoul en ur vured. Setu e tastuman daou skod, hag ez in da aozañ kement-se evidon hag evit va mab. E zebriñ a raimp, ha goude e varvimp.
rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.