1 Rouaned 16:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned7 Dre ar profed Jehu mab Hanani, komz an AOTROU a voe disklêriet a-enep Baesha hag a-enep e di, en abeg d'an holl zroug en doa graet dirak daoulagad an AOTROU, o kounnariñ anezhañ dre oberoù e zaouarn hag o tont heñvel ouzh ti Jeroboam, hag ivez dre m'en doa e zistrujet. Ver Capítulo |
An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.