Hag e respontas: Ne'm eus ket trubuilhet Israel, met te eo ha ti da dad, dre ma hoc'h eus dilezet gourc'hemennoù an AOTROU, ha ma'z out aet war-lerc'h ar Baaloù.
Jehu a gasas dre holl Israel. Holl servijerien Baal a zeuas, ha ne vanas den na vije ket deuet. Mont a rejont e ti Baal, ha ti Baal a voe leun eus ur penn d'egile.