Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 16:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Akab mab Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 16:30
11 Referencias Cruzadas  

Graet ec'h eus muioc'h a zroug eget an holl re a zo bet a-raok dit, dre ma'z out aet d'ober dit doueoù all ha skeudennoù teuzet evit va c'hounnariñ, ha ma ec'h eus va zaolet a-drek da gein.


Omri a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, muioc'h eget an holl re a oa bet a-raok dezhañ.


En eizhvet bloaz ha tregont eus Asa roue Juda, e teuas Akab mab Omri da roue war Israel. Akab mab Omri a renas war Israel e Samaria daou vloaz warn-ugent.


Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.


Akab a reas ivez un Ashera, hag Akab a reas muioc'h c'hoazh eget holl rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ evit kounnariñ an AOTROU Doue Israel.


Ne voe bet den ebet evel Akab, a voe en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, bountet gant Jezabel e wreg,


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, hag e kerzhas en hent e dad, hag en hent e vamm, hag en hent Jeroboam mab Nebad, en doa lakaet Israel da bec'hiñ.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel rouaned Israel a oa bet a-raok dezhañ.


Ober a reas ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel e dad hag e vamm, rak lemel a reas ar peul en doa graet e dad da Vaal.


Kerkent ha ma welas Jehu, Joram a lavaras: Evit ar peoc'h eo? Jehu a respontas: Peseurt peoc'h, e-pad m'eo o c'hastaouiñ Jezabel da vamm, gant he strobinelloù e niver ken bras?


met ma ec'h eus kerzhet war hent rouaned Israel, en ur lakaat Juda ha tud Jeruzalem da c'hastaouiñ evel m'en deus graet ti Akab, dre ma ec'h eus zoken lazhet da vreudeur, tiegezh da dad, a oa gwelloc'h egedout,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos