1 Rouaned 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
13 en abeg da holl bec'hedoù Baesha ha da bec'hedoù Ela e vab, o deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.
Kerzhout a reas en holl hentoù Jeroboam mab Nebad, hag er pec'hedoù en doa lakaet Israel da bec'hiñ drezo, o kounnariñ an AOTROU Doue Israel dre o zraoù aner.
Disprizet o doa e reolennoù, hag e emglev en doa graet gant o zadoù, hag e destenioù en doa douget en o enep. Aet e oant war-lerc'h traoù a netra, o tont da vezañ netra o-unan, ha war-lerc'h ar broadoù a oa en-dro dezho, petra bennak m'en doa difennet an AOTROU dezho ober evelto.
Lakaet o deus ac'hanon da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket Doue, lakaet o deus droug da sevel ennon dre o zraoù aner, me o lakaio da vezañ gwarizius dre ar pezh n'eo ket ur bobl, lakaat a rin droug da sevel enno dre ur vroad diskiant,
Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoù a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoù a netra.