18 Sebeliet e voe, hag holl Israel a zougas kañv dezhañ, hervez ar gomz en doa disklêriet an AOTROU dre e servijer ar profed Akija.
Holl Israel a zougo kañv dezhañ hag e vo sebeliet. Eñ hepken a-douez ti Jeroboam a yelo en ur bez, rak an AOTROU Doue Israel en deus kavet un dra bennak a vat ennañ hepken a-douez ti Jeroboam.
Diwar-benn nemorant oberoù Jeroboam, penaos e reas ar brezel ha penaos e renas, kement-se a zo skrivet e levr danevelloù rouaned Israel.