Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 14:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 An hini eus ti Jeroboam a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù, rak an AOTROU en deus komzet.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 14:11
14 Referencias Cruzadas  

Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.


Kerkent ha ma voe roue, e skoas war holl di Jeroboam, ha ne lezas ene ebet da Jeroboam hep e zistrujañ, hervez ar gomz en doa an AOTROU disklêriet dre e servijer Akija eus Silo,


Setu ez an da skubañ Baesha hag e di, hag e lakain da di da zont heñvel ouzh ti Jeroboam mab Nebad.


An hini eus ti Baesha a varvo e kêr a vo debret gant ar chas, an hini eus e re a varvo er parkeier a vo debret gant laboused an neñvoù.


Lavarout a ri dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha ne'c'h eus ket lazhet ha perc'hennet? Hag e lavari dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Evel m'o deus lipet ar chas gwad Nabod, ar chas a lipo ivez da wad da-unan.


Hag e lakain ti Akab evel ti Jeroboam mab Nebad, hag evel ti Baesha mab Akija.


gloar an AOTROU a vo diskuliet, ha pep kig war un dro a welo anezhañ, rak genoù an AOTROU en deus komzet.


Hag ez aint er-maez hag e welint korfoù marv an dud o devo pec'het em enep, rak o freñv ne varvo ket hag an tan ne vougo ket, hag e vint evit pep kig un dra euzhus.


Hag e kasin warno pevar seurt gwalenn, eme an AOTROU: Ar c'hleze evit lazhañ, ar chas evit stlejañ, laboused an neñv ha loened an douar evit lonkañ ha distrujañ.


o lakaat a rin etre daouarn o enebourien hag etre daouarn ar re a glask o buhez, hag o c'horfoù marv a vo boued da laboused an neñvoù ha da loened an douar.


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos