Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 13:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Rak bet em eus ar gourc'hemenn-mañ digant komz an AOTROU: Ne zebri ket bara, n'evi ket dour, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 13:9
19 Referencias Cruzadas  

Setu, un den Doue a zeuas eus Juda da Vetel, a-berzh komz an AOTROU, e-pad ma en em zalc'he Jeroboam ouzh an aoter evit lakaat da vogediñ.


Mont a reas eta kuit dre un hent all, ha ne zistroas ket dre an hent ma oa deuet drezañ da Vetel.


Eñ a lavaras: Ne c'hellan ket distreiñ ganit na mont e-barzh da di, ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour ganit el lec'h-se,


Neuze e tistroas gantañ, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.


Met an den Doue a lavaras d'ar roue: Pa rofes din un hanter eus da di, n'in ket ganit, ha ne zebrin ket bara ha n'evin ket dour el lec'h-mañ.


N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.


Na zoug ket va c'halon war-zu traoù drouk, war-zu oberennoù fall gant ar vicherourien a zireizhder, ha ra ne gemerin ket perzh en o flijadurioù!


Hag e komzas d'ar vodadenn o lavarout: Pellait bremañ diouzh teltennoù an dud fall-se ha na stokit ouzh netra a vefe dezho, gant aon na vefec'h kuzumet en abeg d'o holl bec'hedoù.


Mar gouzoc’h an traoù-se, ez oc’h eürus, gant ma sentot outo.


C’hwi a zo va mignoned, mar grit kement a c’hourc’hemennan deoc’h.


Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.


Met ar pezh am eus skrivet deoc’h, eo chom hep darempredoù gant unan bennak en em c’halv breur hag a zo hudur, pe gwallc’hoantek, pe idolour, pe droukkomzer, pe mezvier, pe laer, na zebrit ket zoken gant un hevelep den.


n’ho pez lod ebet en oberoù difrouezh an deñvalijenn, met kentoc’h kondaonit anezho.


Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù,


Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos