Abraham a savas beure-mat, a sternas e azen, a gemeras daou eus e vevelien gantañ hag Izaak e vab. Faoutañ a reas koad evit al loskaberzh hag ez eas etrezek al lec'h m'en doa lavaret Doue.
met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.
Hemañ a yeas kuit, hag ul leon a gavas anezhañ war an hent hag en lazhas. E gorf a oa astennet war an hent, an azen en em zalc'he e-kichen ar c'horf, hag al leon ivez en em zalc'he e-kichen ar c'horf.