Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 13:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 hag e krias d'an den Doue deuet eus Juda o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Dre ma'z out bet disent ouzh urzh an AOTROU, ha ma ne'c'h eus ket miret an urzh en doa roet dit an AOTROU da Zoue,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 13:21
19 Referencias Cruzadas  

O daoulagad a voe digoret hag ec'h anavezjont e oant en noazh. Neuze e wrijont asambles delioù fiez hag en em rejont gourizoù.


Gad a zeuas eta da gavout David hag en roas da anavezout dezhañ o lavarout: Petra a fell dit e c'hoarvezfe ganit, pe seizh vloaz a naonegezh ez pro, pe tri miz o tec'hout dirak da enebourien hag int da redek war da lerc'h, pe tri devezh a vosenn ez pro? Bremañ dit da brederiañ ha da welout ar pezh am eus da respont d'an hini en deus va c'haset.


Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Uzza, ha Doue a skoas gantañ en abeg d'e vank. Hag e varvas eno, tost ouzh arc'h Doue.


rak lavaret eo bet din dre gomz an AOTROU: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.


Evel ma oant azezet ouzh taol, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed en doa e zegaset,


met ma'z out distroet, ma ec'h eus debret bara hag evet dour el lec'h em boa lavaret dit: Ne zebri ket bara eno, n'evi ket dour eno, da gorf marv ned aio ket e bez da dadoù.


Hag e lavaras dezhañ: Dre ma ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU, pa vi aet pell diouzhin, ul leon a lazho ac'hanout. Pa voe pellaet digantañ, ul leon a gavas anezhañ hag en lazhas.


Hag Haman a gontas da Zeresh e wreg ha da e holl vignoned kement a oa c'hoarvezet. Neuze e re fur ha Zeresh e wreg a lavaras: Mard eo Mardoke, ha te a grogas da gouezhañ dirazañ, eus gouenn ar Yuzevien, ne drec'hi ket warnañ, met kouezhañ a ri dirazañ.


Da zrougiezh az kastizo, da zianzavadur az kourdrouzo, hag e ouezi hag e weli ez eo un dra fall ha c'hwerv, ma az pefe dilezet an AOTROU da Zoue, ha ma ne vefe ket va doujañs ennout, eme an Aotrou AOTROU an armeoù.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


An AOTROU a lavaras da Voizez ha da Aaron: Peogwir n'hoc'h eus ket kredet ennon evit va santelaat dirak mibien Israel, ne renot ket ar vodadenn-mañ er vro am eus roet dezho.


Dastumet e vo Aaron gant e bobl; ned aio ket er vro am eus roet da vibien Israel, dre m'hoc'h eus disentet ouzh va muzelloù e doureier Meriba.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Perak ne'c'h eus ket sentet ouzh mouezh an AOTROU? Perak ez out en em daolet war ar preizh, hag ec'h eus graet ar pezh a zisplij d'an AOTROU?


Adal m'en doa komzet eus arc'h Doue, Eli a gouezhas en a-dreñv diwar e gador, e-kichen an nor, hag e torras e gilpenn, hag e varvas., rak un den kozh ha pouezus e oa. Barnet en doa Israel daou-ugent vloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos