Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 13:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Neuze e tistroas gantañ, hag e tebras bara hag ec'h evas dour en e di.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 13:19
10 Referencias Cruzadas  

Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


Hag e lavaras dezhañ: Me ivez a zo profed eveldout, hag un ael en deus komzet ouzhin a-berzh an AOTROU o lavarout: Degas hemañ ganit da'z ti, ma tebro bara ha ma evo dour. Gaou a lavare dezhañ.


Evel ma oant azezet ouzh taol, komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed en doa e zegaset,


Rak bet em eus ar gourc'hemenn-mañ digant komz an AOTROU: Ne zebri ket bara, n'evi ket dour, ne zistroi ket dre an hent ma vi aet drezañ.


Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,


Mar sav ez kreiz ur profed pe un huñvreer, hag a ro dit ur sin pe ur burzhud,


Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.


Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.


Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos