Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Bez' e oa ur profed kozh o chom e Betel. E vibien a zeuas da gontañ dezhañ an holl draoù en doa graet an den Doue en deiz-se e Betel, hag ar c'homzoù en doa lavaret d'ar roue. P'o doa kontet an traoù-se d'o zad,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 13:11
13 Referencias Cruzadas  

Mont a reas eta kuit dre un hent all, ha ne zistroas ket dre an hent ma oa deuet drezañ da Vetel.


hemañ a lavaras dezho: Dre beseurt hent ez eo aet kuit? E vibien o doa gwelet an hent ma oa aet drezañ an den Doue deuet eus Juda.


Ha setu, tremenidi bennak a welas ar c'horf astennet war an hent, hag al leon en em zalc'he e-kichen ar c'horf. Dont a rejont d'henn lavarout er gêr ma oa ar profed kozh o chom enni.


Hag e lavaras: Ra ne stoko den ouzh e eskern. Mirout a rejont eta e eskern, gant eskern ar profed a oa deuet eus Samaria.


profeded Israel o deus profedet diwar-benn Jeruzalem hag o deus bet eviti gweledigezhioù a beoc'h, pa n'eus ket a beoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Mab an den, profediñ a ri a-enep profeded Israel a zo o profediñ. Lavar d'ar re a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan: Selaouit komz an AOTROU:


Balaam a savas e zaoulagad hag a welas Israel o kampiñ dre veuriad. Spered Doue a zeuas warnañ.


Meur a hini a lavaro din en deiz-se: Aotrou, Aotrou, ha n’hon eus ket profedet ez anv? Ha n’hon eus ket kaset kuit an diaouled ez anv? Ha n’hon eus ket graet kalz a virakloù ez anv?


rak ma ne oar ket unan bennak gouarn e di e-unan, penaos e kemero preder eus Iliz Doue?


met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed.


Pa welas an holl re en doa e anavezet diagent e oa gant ar brofeded o profediñ, e lavaras an dud an eil d'egile: Petra eta a zo c'hoarvezet gant mab Kish? Hag emañ Saül ivez e-touez ar brofeded?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos